Tournamant rugbi ar 6 broad : aet ar maout gant Bro-C'hall
Disadorn noz e oa bet embannet krogad diwezhañ tournamant rugbi ar 6 broad war-eeun war hor radioiou en brezhoneg. Louis Corre ha Maelig Ronvel, 'zo c’hoarierien gant kleuboù RC Landi ha RC Plabenneg, o deus displeget ar match Bro-C’hall ouzh Bro-Skos. Aet eo ar maout gant Bro-C’hall 35 da 16, ha dre-se he deus gounezet bro ar c’hilhog hec’h arouez an tournamant… pezh ‘neus ket souezhet kement se Louis Corre… Emañ gant Erwan Blanchard.